Luskad modern

Al Luskad modern (pe savouriezh vodern) a zo ul luskad savouriezh deuet war wel e penn-kentañ an XXvet kantved, gant krouidigezh Bauhaus. E-touez perzhioù pennañ al luskad c’haller menegiñ: ar c’hinklañ bihanañ, linennoù diazezet war ar ventoniezh hag an implij (gwelout implijouriezh) ha stummoù diazezet war implij danvezioù nevez. Diorroet eo bet al luskad a-drugarez da savourien evel Walter Gropius, Adolf Loos, Auguste Perret, Ludwig Mies van der Rohe, Oscar Niemeyer ha Le Corbusier. Ul luskad a-bouez-bras evit a sell ouzh savouriezh an XXvet kantved eo. N’eo ket bet termenet en un doare resis gant ar re a gemeras perzh el luskad, gant ar re zisplijet gantañ ne lavarer ket (gwelout Peter Blake, Form follows fiasco).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search